Kaozeal:Eil Restaorasion
"Adsavidigezh" (An Here), "Assavidigezh" (Ménard), "Renevezerezh" (Favereau)... met ket "Restaorasion", en an' ar paourkaezh brezhoneg !
- Demat deoc'h ivez, Kregiñ a ra da vezañ ouzhpenn torr-penn kaout darempredoù gant tasmantoù pe tud laosk ! Grit gant un anv-implijer sklaer pe roit peoc'h ! M'ho peus tra pe dra da rebech, kit e darempred gant OPaB m'ho peus un tamm mat a galon ; n'eo ket ganin-me e oa bet ijinet ar ger Restaorasion : http://www.fr.opab-oplb.org/36-termofis.htm?TERME=restauration&NOM=1&LANGUE=_FR&idtf=36&opTER=TER_DOMAINE_FR++asc+%2CTER_TERMEVEDETTE_FR++asc&mpTER=30&TPL_CODE=TPL_TERMOFIS&FpTER=Rechercher#formTermofis.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Du 2014 da 18:22 (UTC)
Ha Restaorasion ivez gant Geriaouegoù Diwan war lec'hienn KREIZENN AR GERIAOUIÑ : http://www.brezhoneg21.com/resources/geriaouegou/IGEKO.pdf ! Tremen heuget ha poazh on gant an daeloù diehan ha skuizhus-se ken em eus c'hoant bras da stlepel ar billig war-lerc'h an trebez !--Prieladkozh (kaozeal) 4 Du 2014 da 18:48 (UTC)
Demat deoc'h, Ne oan ket deuet amañ da vezañ tapet gant sachoù-blev bewech ma tro an hent, da zeskiñ traoù ha da zegas ma zammig skodenn ne lâran ket. N'ouzon gant pe goad ober loaioù ken : hemañ a lâr gwenn, hennezh a lâr du uheloc'h hag henhont a lâr gris kuit da zisplijout d'an daou all. Da lâret Breizh abaoe kantvedoù ! Bremañ, mard eo gwir ar pezh a gred deoc'h - e vije an implijer Sadedgar "e kuzul meur an Ofis" - se a vije mantrus ken e vije evit hon Yezh. Rak n'int ket ken niverus-se... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Du 2014 da 07:13 (UTC)
- "Eil Restaorasioun" pe "Eil Restaorasioñ" zo gwelloc'h din.--5.39.8.216 8 Kzu 2014 da 16:38 (UTC)
- Hag ul labour skiantel zo bet graet gant brezhoneg21 ? Ha yezhoniourion zo er strollad-se ? Ne ginnig OPAB nemet ur sammad termennoù dastummet amañ hag ahont, hep dave peurliesañ.--5.39.8.216 8 Kzu 2014 da 16:48 (UTC)
Hag adkregiñ a ra ar c'hoari droch !!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 8 Kzu 2014 da 16:49 (UTC)
- Tri ali e-lec'h c'hoari ho Zorro :
- it da lakaat ur gerig war lec'hienn KREIZENN AR GERIAOUIÑ,
- it e darempred gant OPaB,
- it da wiriañ reizhskrivadur an anv-gwan-verb "dastummet" ! Re zo re !--Prieladkozh (kaozeal) 8 Kzu 2014 da 16:56 (UTC)
... ha marteze hini ar ger "termenoù ivez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Kzu 2014 da 17:07 (UTC)
- Ha pa vefe dianv an arveriad pe get eo ret anzav e sav ar ger "restaorasion" ur gudenn... Didave e chom ar ger ha diskiant an dud hag a arver anezhañ. Yac'h e kavan kaout divizoù war ar yezh, hogen gant daveoù evel OPaB ha brezhoneg21 eo diaes din. N'eo ket skiantel a-walc'h o labour, anat d'an holl. Ha piv an diaoul n'en deus morse graet fazioù skritur ?--5.39.8.216 8 Kzu 2014 da 17:12 (UTC)
- Ha piv an diaoul n'en deus morse graet fazioù skritur ? Gwir eo, Edgarig, uvel e rankfed chom abalamour da se. Met pa vez graet ar fazioù gant an hini a c'hoari e damm aotrou seul wech ma c'hall dre amañ e teu pep fazi eus e berzh da vezañ ken saourus ma n'haller ket mirout da waskañ war ar frouezhenn da dañva pep berad chug anezhi. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Kzu 2014 da 19:23 (UTC)
- Ha gallout a refot divizout diwar-benn ar ger "restaorasion", mar-plij, kentoc'h eget adskrivañ ar paour fazioù graet ganin ? Den n'en deus respontet din war an dibab skiantel eus ar ger evit sevel ar pennad-mañ...--5.39.8.216 8 Kzu 2014 da 22:44 (UTC)
- Respont ebet, evel-just. Neuze kinnig a ran adenvel ar pennad e Eil Assavidigezh.--5.39.8.216 17 Kzu 2014 da 08:45 (UTC)
- Ha piv an diaoul n'en deus morse graet fazioù skritur ? Gwir eo, Edgarig, uvel e rankfed chom abalamour da se. Met pa vez graet ar fazioù gant an hini a c'hoari e damm aotrou seul wech ma c'hall dre amañ e teu pep fazi eus e berzh da vezañ ken saourus ma n'haller ket mirout da waskañ war ar frouezhenn da dañva pep berad chug anezhi. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Kzu 2014 da 19:23 (UTC)
- Penaos kaout darempredoù "yac'h" (hervez ar gerioù bet skrivet ganeoc'h) gant un den hag a ra fae ouzh al labour bet kaset da benn gant KREIZENN AR GERIAOUIÑ hag OPaB ????!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 08:50 (UTC)
- Ne ran ket fae : lavarout a ran eo bet graet ul labour skianteloc'h gant Ménard, ar pezh n'eo ket gwir gant KAG hag OPaB (load OPaB o vezañ un dastumad gerioù hep daveenn...).--5.39.8.216 17 Kzu 2014 da 09:01 (UTC)
- Neuze e vefet disammet-mat o c'houzout ez eo Martial Ménard ezel eus... Kuzul-skiantel OPaB. http://www.opab-oplb.org/161-kuzul-skiantel.htm --Prieladkozh (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 09:07 (UTC)
- Pa glasker "Restauration" e load OPaB e weler eo "Restaorasion" ar ger nemetañ ha n'eo ket bet studiet... Perak ne ra ket Ménard gant Restaorasion en e geriadurioù neuze ? Peogwir en deus graet enklaskoù skiantel war ar ger-se.--5.39.8.216 17 Kzu 2014 da 09:18 (UTC)
- Ur wech ouzhpenn : abalamour da betra ned it ket e darempred gant OPaB war-eeun da sevel ho koulenn ?--Prieladkozh (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 09:22 (UTC)
- Ha perak ne vije ket dibabet un anv-implijer ganeoc'h evit gwir. Evidon-me, ne gendalc'hin ket da gaozeal gant un IP gwall hir... --Prieladkozh (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 09:25 (UTC)
- Peogwir e ouezan eo OPaB un dastumad gerioù hep dave nemetken hag eo "Assavidigezh" diazezet war ul labour skiantel embannet en ur geriadur nevez ar pezh n'eo ket ar ger "Restaorasion". Petra cheñch da gaout un anv "implijer"? Ne ouezer ket muioc'h diwar-benn an den/dud a-dreñv an anv-se.--5.39.8.216 17 Kzu 2014 da 10:10 (UTC)
- Ha perak ne vije ket dibabet un anv-implijer ganeoc'h evit gwir. Evidon-me, ne gendalc'hin ket da gaozeal gant un IP gwall hir... --Prieladkozh (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 09:25 (UTC)
- Toull-mat eo ho tigarez ! Ne gomprenan ket mat petra a vir ouzhoc'h a vont e darempred gant OPaB da gaout an displegadennoù a zedennfe hon c'humuniezh en he fezh. Ha reiñ ho kinnig war un dro...--Prieladkozh (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 10:43 (UTC)
- Perak ne 'z in ket e darempred ganto : N'int ket mestr ar yezh, n'eo ket ur redi doujañ outo, n'o deus ket pennadurezh un akademiezh, n'o deus dave ebet war ar gerioù kinniget ganto, mankout a ra dezho ur sell skiantel war ar ger "Restaorasion". Geriadurioù zo gant daveennoù, arveromp anezho.--5.39.8.216 17 Kzu 2014 da 11:03 (UTC)
- Ha gwir eo ez eo evel-se ez ayo ar brezhoneg war-raok, hep mar na marteze ! N'eus ket bet lâret gant den ebet e veze ar wirionez gant OPaB atav. Padal, ma chom pep hini da vouzhañ en e loch, eveldoc'h, e vefomp gwall rekouret 'vat ! Setu perak emañ o kousket sioul enebourien hon yezh : sachoù-blev blaz ar c'hozh gante kenetre brezhonegerien ker pennek hag ezen war o c'hil... Digalonekaus ken ez eo !--Prieladkozh (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 14:46 (UTC)
Salut deoc'h holl tudoù. Mar gredañ rein ma ali (hep bezañ kunujennet ganeoc'h) : iskis a walc'h a gavan ivez ar ger "restaorasion". Ouzhpenn d'ar ger seblantout bezañ bet skrivet evel ma voe dispaket gant un Leonad bennak (stumm "ao" komzet hep bezañ skrivet a gav din) e semblant bezañ ur vrezhonekadur eur ar ger gallek "restauration". Ker sklaer ha tostoc'h ouzh geriaoueg ar brezhoneg e seblant din bezañ ar ger adsavidigezh. Ma ali me an hini eo nemetken evel just. Ouzhpenn se n'en em gavan ket gwall aes pa vez izili doujet ha oberiant abaoe pell (benozh doue dezho evit tout ar pezh o deus bet graet evit ar wiki) goulenn ouzh unan bennak krouiñ ur kont bennak a raok asantiñ tabutal gantañ. Daoust ha rediet eo er reolennoù? Daoust ha petra chench deoc'h kaout ma chomlec'h IP kentoc'h evit ma anv implijer? Evel just ez eo aesoc'h derc'hel soñj eus ul lesanv eget ur bern sifrou. A raok ma savfe tabut adarre, n'on ket me an hini zo kroget gant ar bajenn mañ evit ma vefe sklaer pep tra! ;) N'on ket a du gant e ali war an OPAB pa n'ouzon ket zoken piv int, na petra vez graet gante war peseurt dave. Met ur c'hinnig dedennus a zo bet graet à sonj din. --LapinNij (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 15:18 (UTC)
- Demat deoc'h ivez, Hoc'h ali a zo ker pouezus hag hini n'eus forzh piv amañ. Ur wech ouzhpenn hag adarre : dibabet e oa bet ar ger "restaorasion" ganin e miz Gouere 2012 kerkent ha boulc'het ar pennad-mañ. Bez' e oa war lec'hienn OPaB hag implijet gant KREZIENN AR GERIAOUIÑ, da lâret eo kelennet d'ar vugale skoliataet e Diwan, ma n'emaon ket o faziañ. N'em boa ket klasket ijinañ ur ger nevez rak n'on ket barrek a-walc'h war 'r seurt traoù. N'emaon ket o lâret ez eo brav-eston met, betek-henn ne oa bet tabut ebet diwar e benn. Din-me n'eo ket un doare a-feson ober ur c'hinnig en ur lâret ne oa ket skiantel na labour OPaB na hini KaG. Perak ho poa-c'hwi dibabet ober gant un anv-implijer e-lec'h kendelc'her d'ober gant un IP cheñch-dicheñch ?--Prieladkozh (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 16:07 (UTC)
- Petra pe biv ho laka da soñjal ec'h eo 5.39.8.216 chomlec'h IP LapinNij ?
- TermOfis : nag erbedet, na studiet, na kinniget zoken eo bet ar ger *restaorasion ; dav eo gouzout kompren diaz-ditouroù OPaB a-raok e gemer da Aviel.
- Ho pet ar vadelezh da lenn pizh an evezhiadennoù kent sevel en hoc'h avalenn ha kunujenniñ an dud, mar plij ganeoc'h — hag adlennit ho skrid kent e bostañ, kement ha gober, kuit a lakaat an avel da wele an tabut hoc'h eus-c'hwi boulc'het.
- Geriadur M. Ménard eo ar benveg nevesañ, klokañ ha siriusañ a zo evit hor yezh evit ar mare ; biskenn eo nac'hañ e arverañ evit magañ ur benveg ker dibar all evit hor yezh : ar Wiki-mañ. — 2.14.48.101 17 Kzu 2014 da 17:10 (UTC)
- Le Gléau (IX, pp. 3197-98) : Adsavidigezh, dre ABKE 128 p.215 + DIHU 1944 p. 34 + IVGA p. 212 + LLMM 135 p. 288. ; ur stumm reishoc'h e-keñver soniadoniezh ar brezhoneg zo bet embannet gant M. Ménard. — 2.14.48.101 17 Kzu 2014 da 17:51 (UTC)
- Demat deoc'h Yann Dizanv ivez,
- Ne gomprenan takenn : pelec'h 'ta em boa roet da grediñ kement-se ????!!!!
- Ha KREIZENN AR GERIAOUIÑ ?
- Ha pelec'h resis 'ta em boa taolet kunujennoù ? ha da biv ?
- Daoust ha skrivet em boa e raen fae ouzh labour M. Ménard ? Displegit din 'ta petra zo kaoz n'eo ket bet kemeret e damm labour e kont war lec'hienn OPaB tra m'emañ-eñ e barzh Kuzul-skiantel OPaB ?
- Bet kroget ar pennad Eil Restaorasion ganin e miz Gouere 2012 ha chomet digemm bete-vremañ : perak ne oa ket bet skrivet tra diwar e benn kerkent ha boulc'het gantañ ? Daoust da dud 'zo amañ bezañ gwall brim war o fluenn...--Prieladkozh (kaozeal) 18 Kzu 2014 da 08:08 (UTC)
- Padal, ma chom pep hini da vouzhañ en e loch, eveldoc'h, e vefomp gwall rekouret 'vat ! Ma chomjen da vouzhañ em c'hornig e paouezjen da skrivañ deoc'h ha ne ginnigjen netra evit mont war-raok a-fed geriaoueg... An dra-se eo kentoc'h a blijfe da "enebourien hon yezh", rak ne c'hell ket bevañ ar yezh hep kaout divizoù mare pe vare war ger-mañ-ger. Dreist-holl ma 'z int diboell.--5.39.8.216 17 Kzu 2014 da 20:42 (UTC)
- Demat deoc'h ivez, Gouest on da gompren ho savboent betek penn ar wenodenn, n'in ket war an hent bras ganeoc'h avat ! Stadañ a rit ez eo diboell, gouez deoc'h, ar c'heriaoueg bet kinniget gant OPaB ha KaG met ne rit striv ebet da ziskouez dezhe emaint o poazhañ o biz. Evidoc'h da gaout c'hoant da "vont war-raok a-fed geriaoueg...". Din-me ez eo dislavarus penn-da-benn.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Kzu 2014 da 10:59 (UTC)
- Perak diskouezh dezho ? N'eo ket OPaB hag a sav pennadoù Wikipedia (ha faziañ a rafen ?) ! N'on ket aze nag evit kuzuliañ nag evit levezoniñ OPaB ! Un difoc'h a rankit ober etre Wikipedia hag OPaB mar plij.--5.39.8.216 18 Kzu 2014 da 11:36 (UTC)
Un ali
[kemmañ ar vammenn]Ya, kemm a zo etre wikipedia ha kement tra en deus un anv all. Setu perak n'eo ket ret ober diouzh alioù personel azeulerien levr pe levr, geriadur pe c'heriadur.
- Adsavidigezh, ... ur stumm reishoc'h e-keñver soniadoniezh ar brezhoneg zo bet embannet gant M. Ménard. Un ali eo, re all zo. Ne welan ket pelec'h e vije reishoc'h. Evel ma skriv an Trec'hleader: (Da sklaeraat).
- Geriadur M. Ménard eo ar benveg nevesañ, klokañ ha siriusañ a zo evit hor yezh evit ar mare ; biskenn eo nac'hañ e arverañ evit magañ ur benveg ker dibar all evit hor yezh : ar Wiki-mañ. A-du on gant lodenn gentañ ar frazenn, evel-just, met n'eo ket ret da zen azeuliñ levr pe levr, n'int nemet binvioù, graet gant tud. Tud, ha n'eo ket un den hepken.
- ... ne c'hell ket bevañ ar yezh hep kaout divizoù mare pe vare war ger-mañ-ger. Dreist-holl ma 'z int diboell... A-du penn-da-benn. Krogomp diouzhtu gant ster ar ger divizoù, amañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Kzu 2014 da 10:02 (UTC)
Evezhiadennoù
[kemmañ ar vammenn]
Dibab
[kemmañ ar vammenn]Restaorasion
[kemmañ ar vammenn]Assavidigezh
[kemmañ ar vammenn]Adsavidigezh
[kemmañ ar vammenn]- --Gwendal (kaozeal) 31 Kzu 2014 da 10:07 (UTC)
- --Dishual
- --LapinNij (kaozeal) 21 Gen 2015 da 10:10 (UTC)
Evezhiadenn
[kemmañ ar vammenn]Betek-hen, hervez ar reolennoù, n'halle ket votiñ ar re a implij un IP
Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Kzu 2014 da 09:42 (UTC)
- Lamet kuit an IPoù ganin.--Gwendal (kaozeal) 31 Kzu 2014 da 10:09 (UTC)
- Marteze e vije mat displegañ dezho, rak lod ne gavint nemet brasoc'h digarez da lakaat freuz en ti. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Kzu 2014 da 16:36 (UTC)
Demat deoc'h, Dre ma oa bet degaset ar ger "Restaorasion" ganin-me (e gaou war a seblant, evit d'ar c'heriaoueg-se bezañ bet kavet war lec'hienn OPaB ha KAG) ne gemerin ket perzh er votadeg, anat deoc'h. Padal, kavout a ra din e vo pouezus-kenañ ivez toullañ kaoz diwar-benn an tamm fiziañs a c'haller kaout e roadennoù 'zo hag a dlefe bezañ direbech a-grenn, din-me. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 31 Kzu 2014 da 13:12 (UTC)
- N'on ket sur e c'hall netra bezañ "direbech", pa n'ouzer ket piv a labour na penaos. Betek geriadur Ménard (anv UN den) zo bet savet gant MEUR a zen, ha n'eo ket sur e labourent holl heñvel : evit lakaat proviñs da anv gourel e oa ret kluchañ war Geriadur Istorel ar Brezhoneg ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Kzu 2014 da 13:20 (UTC)